Leti Klison *** a zo laouen o tegemer ac'hanoc'h
evit an diskuizh, evit ho labour pe evit ho familh.

En ul lec'h dreist emaomp staliet, e departamant Aodoù-an-Arvor a zo unan eus departamantoù dibarañ Breizh. Alemañ e vo aes deoc'h mont-ha-dont eus Brest da Felger pe eus Lannuon da Naoned.
Aes eo dimp mont dre Vreizh pa n'eus taos ebet war hentoù-tizh hor rannvro, hag evel-se emañ a-drugarez Anna Vreizh (hag ar Jeneral de Gaulle).

En unan eus straedoù kaerañ S.-Brieg emañ hol Leti, tost d'ar c'harterioù kozh. Hor 25 c'hambr a zo disheñvel an eil diouzh eben : ar c'hinkladur, kaset da benn gant tud ampart, a zo atav klet ha blizidik.

Plijet e viot gant hon ti dalc'het kempenn, hol liorzh dudius, ar sioulder, hor c'hinnigoù eus ar c'hentañ (Skinwel, Tavarn, Parklec'h, Kenrouedad hag all...)

E-kichen traezhenn ar Rozaer, porzh al Lege, bae Sant-Brieg, tost d'ar stalioù ha d'ar pretioù, d'ar straedoù-bale ha d'ar c'harterioù kozh, e-kichen melestradurezhioù pe embregerezhioù kreiz-kêr : diouzh ho toare e vo hon ti.

Hor c'hinnigoù
  • Parklec'h
  • Liorzh gant gwez hag ur poull-dour
  • Pellgomz eeun
  • Kevreadennoù ouzh ar Genrouedad er c'hambreier
  • Pignerez
  • Sec'herez-vlev
  • Strinkerez, kibell pe balneo
  • Dilhadoù-gwele brudet
  • Dijuniñ eus ar c'hentañ
  • Tavarn evit ar pratikoù hepken
  • 2 gambr a-ratozh evit an dud dalc'het en o c'heflusk
  • Logell pgz, plr, minitel, bonn Kenrouedad
  • Chadennoù dre loarell, kanolioù estren ha broadel
  • Gwerennoù doubl
Hor prizioù
Dijuniñ er sal   8,00 €
Dijuniñ er gambr pe el liorzh   9,50 €
Hor c'hambr doubl vravañ, gwele King size ha balneo   125,00 €
Kambr doubl Cheuc'h gant kibell   92,00 €
Kambr doubl Krenn gant strinkerez   79,00 €
Kambr simpl Skouer gant strinkerez   62,00 €
Gwele ouzhpenn   20,00 €
Priz evit ur bugel en oad kentañ   7,00 €
Parklec'h (12 plas)   0,00 €
Ouzhpennadenn evit al loened doñv (mar bezont asantet)   10,00 €
Kambr simpl Cheuc'h gant kibell   82.00 €
Kambr simpl Krenn gant strinkerez   69.00 €
 

Gant ar c'hammed kentañ e krog ar veaj hirañ

Pep bro he giz

Diwar veajiñ e teu skiant d'an dud yaouank

© Copyright Hôtel de Clisson 2003-2012
 

* * *  Hôtel de Clisson, 36-38 rue de Gouët, 22000 Saint-Brieuc - 02 96 62 19 29 - contact@hoteldeclisson.com  * * *